Ar studierien zo e lisañs 2 a c'hallo tremen ar genstrivadeg evit mont da gelenner!
Disammet eo ar studierien zo gant ul lisañs 3 ar bloaz mañ ! ‘Benn fin ar gont e c’hallfont tremen ar c’honkour ‘vit mont da gelennerien ar bloaz mañ. Betek-hen ‘oa ret bout tapet ur master 2, bak mui 5. E miz Meurzh 2025 ‘oa bet votet ar reform da digeriñ ar c’honkour d’ar studierien zo e lisans 3. Pezh zo ‘oa ket sur tamm ‘bet e c’haffe bout dalc’het ar c’honkour ‘keit ma ne oa ket a vudjed gant Stad Bro-C’hall evit ar bloaz 2026. Gant ar mennad 49.3 ‘oa bet lakaet e pleustr ar sizhun dremenet gant gouarnamant Lecornu ‘oa bet kadarnaet ar budjed. Ha neuze ‘vo frankaaet an arc’hant zo dleet ‘vit aozañ ar c’honkour nevez. Laouen eo ar studierien eus Brest zo gant al lisans PPPE, parcours préparatoire au concours des écoles, gellout tremen ar c’honkour sur deoc’h. Selaouomp, da gentañ, Elia. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.