en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Rory Grugan, ur mestr da c'hoari melldroad Gouezeleg, zo deuet da Vreizh!

Rory Grugan, ur mestr da c'hoari melldroad Gouezeleg, zo deuet da Vreizh!

E-kerzh an abadenn ‘vo lakaet ar gaoz, hudu, war ar melldroad gouezeleg ha n’eo ket ar wech kentañ. Massen ‘walc’h e oarit e teu ar sport se eus Bro-Iwerzhon hag eo aozet gant ur gevredigezh anvet GAA. Meur a gleub zo ‘ba Breizh, ur c’hampionad hag ur skipailh broadel zo war ar marc’had. Amañ ‘ba Breizh e komañs da vont ar melldroad gouezeleg war diorren muioc’h mui. Met ‘ba Europa ivez. Kevread a live Europa ha Frañs zo bet savet zoken… Dre ar gevread Europa hag hini Bro C’hall zo deuet da Europa ha da Vreizh unan eus ar c’hoarierien vrudetañ ‘zo ‘ba Iwerzhon da gelenn, da vrudañ sport broadell Iwerzhon asambles gant an hurling : Rory Grugan e anv. C’hoari ‘ra gant kleub county Armagh nepell eus Belfast. E-pad muioc’h evit daou viz ‘neus beajet dre Frañs ha dre Vreizh o vont a ger da ger, a gleub da gleub evit diskouezh petra eo ar melldroad gouezeleg. E fin miz Du ‘oa ‘ba bro Brest. Pedet ‘oa gant Gaelic Football Bro-Leon ha Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon gant Tangi an Ostis, kelenner sport anezhañ. Roomp ar gaoz da Rory…. Emañ gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio