Ur strollad Kanaked a oa deuet da souten ar vreizhiz er vanifestadeg e Naoned
Christian Fizin a oa bet klevet er vanifestadeg é laret ur brezegenn he doe graet berzh e-touez ar vanifesterion.
En ‘zo ezel ag ar strollad evit an unvaniezh kaledonian, hag a zo perzh ag an FLNKS, ar c’henstroll dizalc’hour kanak. Deuet e oa Christian Fizin get Christian Tein e Breizh evit an eil gwezh da souten ar vretoned. Da c’houde ar vanifestadeg o doa emgav e Kernitron-al-Lann evit laret ur brezegenn ha kejañ doc’h an dud.
Setu un atersadenn geton e Brezhoneg ha Drehu, unan ag an 20 yezh kanak. Kaset e oa bet ar pennad-kaoz get Aodren Trehin hag admouezhiet get Guillaume Thiery.