Inizi Michel Thersiquel
Un diskouezadeg luc'hskeudennoù eus Michel Thersiquel a zo da weladenniñ er mare-mañ er porzh mirdi e Douarnenez. Ouzh ar mogerioù, ouzhpenn 60 luc’hskeudenn bet graet gant Thersiquel war Inizi hor bro. Enezourien, loened, labourerien, festoù, mousc’hoarzhoù e-leizh…Breizh an Inizi evel e oant c’hoazh e deroù ar bloavezhioù 80 a zo da welet. Pierre Gestin, hanterour evit Mirdi Douarnenez, a ginnig deomp an diskouezadeg-se anvet « A Terre en Mer ». Ur sujed gant Laetitia Fitamant.