Stade Brestois e Champion's League: pebezh troioù kaer!
FC Barça, Real Madrid, Leverkusen, PSV Eindhoven, PSG... E-touez ar skipailhoù gwellañ en Europa en deus c'hoariet ar Stade Brestois ar bloaz-mañ! Gounezet 'noa e blas e Champion's League da vare ar c'houlzad 2023-2024. En em gavet e oa kleub Bro-Leon e trede plas e Lig 1!!! Ha da heul... un nebeud mizioù a follentez war dachenn Roudourou ha dre Europa a-bezh... Yann-Fañch Kerneiz en deus bevet ar bloavezh mell-droad-mañ gant un entan n'en deus ket e bar! Pedet eo an hini 'zo harper SB29 abaoe bloavezhioù 'ba abadenn Sportoù! Gant Erwan eo kaset an abadenn.