en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 1

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 1

Rann 1. Moarvat ‘peus klevet komz diwar benn istor Jacky Bleunven, ur paotr yaouank, ur reder yaouank en doa divizet da c’haloupat ar bed. D’ar 14 a viz Gwengolo 1991 en doa roet lans d’e veaj, ur veaj hir a 50 000 km dre Europa, Azia, Afrika hag Amerika, hag anv ar raktres a oa "Courir Le Monde". Kalzig a dud eus Plabenneg, ma oa ganet, o doa heuliet ha skoazellet anezhañ evit ma teufe e huñvre da wir. Neuze , aet Jacky Bleunven gant hentoù Breizh, Frañs, kreiz Europa, Turkia, Iran ha Pakistan m’eo aet diwar wel. Abaoe miz C’hwevrer 1992, 33 bloaz zo, ne zeus keloù ebet gantañ. Gouestlet e vo div abadenn da istor Jacky Bleunven. Hudu e vvimp gant Yvette Appere, ur vignonez d’an avanturour. Ha diwezhatoc’h e c’hallimp klevout testenioù ur mignon all da Jacky, Jean-If Breton, hag hini unan eus he nizezed Charlotte Bleunven.

Piv a oa Jacky Bleunven, ar paotr yaouank a 35 bloaz ? War ar pezh am eus komprenet e oa un den gant ur sapre personelezh evel pezh a vo kontet gant Yvette Appere deomp… Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio