en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Disoc'hoù uhel an RN a vount an dud yaouank da gemer perzh er c'houlzad kabaliñ

Disoc'hoù uhel an RN a vount an dud yaouank da gemer perzh er c'houlzad kabaliñ

Sabatuet darn eus ar boblañs gant disoc'hoù an dilennadegoù disul tremenet. Met disoc'hoù uhel an RN o deus bountet meur a vrezhoneger ha brezhonegerez yaouank da gemer perzh er c'houlzad kabaliñ evit ar wech kentañ ar sizhun-mañ. Heuliet em eus Anna, Thomas ha Morgane, tud yaouank 30 vloaz pe nebeutoc'h ha n'int ket ezel eus strollad politikel ebet. Selaouomp Anna da gentañ, nevez desket brezhoneg ganti, he deus kemeret perzh en un tolpadeg dimeurzh da noz plasenn Sant-Kaourintin e Kemper evit selaou danvez-kannad an tu kleiz.

 

 

Ha dimeurzh e oa bet taget tud eus Talbenn nevez ar Bobl e Ploeur, er vro Vigoudenn, e seizhvet pastell bro Penn-ar-bed, pa oant o tasparzhañ war ur parklec'h evit o danvez kannadez, Jungdeep Harvinder. Tremenet eo un oto e-tal ar strollad tud ha gourdrouzet int bet gant ur bistolenn blastek ha mein bihan evit spontañ anezho. Douget klemm o deus ar stourmerien eus an tu kleiz en archerdi da heul.

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio