Tud eus CGT ospital Brest-Karaez galvet da archerdi Kemper
200 a dud oa deuet dirak prefeti Kemper dimeurzh penn sizhun da souten Matthieu Guillemot, mouezh-aotreet difennerien ospital Karaez. Ambrouget e oa bet gant ar bobl tud betek ar c’homiserdi ma oa sañset da respont da c’houlennoù ar boliserien. Un 10 stourmer bennaket zo galvet betek penn kentañ ar sizhun a zeu da zont d’an archerdi. Tamallet zo dezhe bezañ bac’het tud e ti an ARS ha bezañ bet feuls eno. D’ar 14 a viz Gwengolo arlene o devoa aloubet burevioù Ajañs Rannvro ar Yec’hed e Kemper da c’houlenn-groñs e vije addigoret urjañsoù Karaez noz-ha-deiz. Sindikalourien eo ar pep brasañ eus an dud galvet da vont da di ar polis. En o-zouesk 6 den eus CGT ospital Brest-Karaez ha 3 eus ar CFDT. Ur vodadeg vras zo rakwelet dimerc’her 22 a viz Mae e Kemper pa vo goulennataet sekretourien-veur an daou sindikad er c’homiserdi.
Jean Pirou, eus CGT Karaez, en doa respontet da c’houlennoù Aliette Guinebaud ha Sarah Barnier, en staj en RKB, ar sizhun dremenet. Ur sujed kempennet gant sikour Tomaz Laquaine.
Digwener 24/05 da 6e diouzh an abardae e vo un emvod publik war ar sujed er Glenmor, e Karaez.