Keleier ar vro d'al Lun 26 a viz C'hwevrer 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Kallag : harz da ziskar ar c'hleuzioù !
Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Ha ne blij ket ar sitoaianed war evezh-se d’an holl labourerien-douar. Disadorn e Kallag e oa en em vodet un tropad mat anezhe e-tal ar vodadeg, da ziskouez sioul o enebiezh. Gi Yonkour, bet mezeg al loened e kanton Kallag, a gont deomp petra oa kaoz e oa bet pedet tud ar strollad Kleuzioù da zont da Gallag...
Ur reportaj gant Tomaz Laken
Lizher kelaouiñ Splann : harz d'ar bigi ramzel evit an douristed
Bep miz e vez roet ar gaoz ganeomp da dud ar media enklask Splann evit kinnig deomp o lizher kelaouiñ. Selaouomp anezhi diouzhtu. Kaoz a vo ar wech-mañ eus ar bigi touristelezh ramzel.
Un atersadenn gant Tomaz Laken
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Setu daou vloaz e oa bet aloubet Ukrenia gant Rusia
- Kinniget zo bet ur steuñv gant an arme israelian hiziv evit skarzhañ ar siviled eus kêr Rafah e Gaza
- Reuz a oa bet e Saloñs al labour-douar e Pariz disadorn
- Digoret e vo ur greizenn evit degemer repuidi yaouank e Dol
- Aet eo ar maout gant bagad Kab Kaval e rummad kentañ kenstrivadeg ar bagadoù dec'h
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE