Graet e vo harz-labour gant ar vezeien
A-benn digwener e vo graet harz-labour gant ul lodenn vras eus ar vezeien hollegour, rak galvet eo an devezh stourm-se gant tout ar sindikadoù medisined. Benjamin Franckaert a zo mezeg e Sizun. Displegañ a ra deomp diouzhtu perak emañ ar vedisined e fulor.
Benjamin Franckaert a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Hag ouzhpenn ar vedisined a ziskrogo gant al labour digwener. Un devezh stourm european e vo ha gervel a ra an emglev etresindikad da vanifestiñ ivez e pep lec'h e Frañs hag e Breizh.