Keleier ar vro d'an 20 a viz Even- 8e30 beure
Prizioù zo gant Klub embregerezhioù Gouelioù Kerne,
Kerneko. En em vodañ a raio embregerezhioù ar vro da vare 100vet Gouelioù Kerne d'an 21 a viz Gouere evit gwelet gant piv ez aio ar priz Kerneko 2023. Ouzhpenn priz ar bed ekonomikel, a vo roet gant rener SILL, a vod embregerezhioù evel Paysans Breton pe Laiterie Le Gall, e vo roet ur priz gant Kumuniezh Kumunioù Kemper Breizh Izel hag unan all gant Produet e Breizh, evit ar brezhoneg. Posupl eo d'an embregerezhioù lakaat o anv betek ar 1añ a viz Gouere evit kemer perzh e prizioù Kerneko. Quentin Puech, deus an embregerezh Kerne Elagage, a ginnig deomp an traoù, asambles gant Marc Andro, dilennad e kumuniezh kumunioù KBI.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Treuswisket mogerioù kreiz-kêr Pondi an deizioù-mañ.
Fotoioù 3 pe 4 metrad uhelder a zo bet peget, get liv an amzer dremenet klinket brav hag "etnik". A-houde ar bloaz paset e vez douget seurt raktresoù e pep korn Breizh get ar Gengevread Kenleur. Peget 'zo bet stummoù tud àr mogerioù Malestroit, Kastellin, Klegereg, Kemper hag ur bochad kerioù arall. Ar c'helc'hioù keltieg ha kevredigezhioù arall a ya da glask fotoioù kozh, ha setu penaos e vez "treuswisket" hon hendadoù get grafourien Kenleur. Florian Ferré an hani en deus labouret àr fotoioù Pondi. Bet eo Enora deus RBG o welet prezidant Kerlenn Pondi Eflamm Louis o pegiñ, asambl get ken-rener Kenleur àr blasenn Bisson.
Ur pennad-kaoz gant Enora Molac
Da glevout 'bar c'heleier:
- Un trete savet gant an ONU evit gwareziñ ar morioù don
- Ur plas 'ba buhez politikel Aostralia roet d'an Aborijened?
- Kenderc'hel a ra maerez Sant-Brwenn d'en em difenn ouzh an tu dehou pellañ
- Hervez François Cuillandre e vo savet ur sportva nevez evit ar Stad Brestois
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard