en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar 16 a viz Ebrel- 8e30 beure

Keleier ar vro d'ar 16 a viz Ebrel- 8e30 beure

Sant-Brieg dindan ur ganevedenn gant Kerzhadeg al lorc'hoù!

Eil « Kerzhadeg al Lorc'hoù » en Aodoù-an-Arvor, ar marche des fiertés ma karit, oa bet e Sant-Brieg disadorn. Un doare da lidañ an identelezhioù jener hag an heñchoù reizhel liesseurt ha da stourm a-enep an droukziforc'hioù. 2500 den o doa kemeret perzh enni, tud a bep oad, tud yaouank al lodenn vrasañ anezho. « Kerzhadegoù Lorc'hus » all a vo aozet e Breizh a-bezh a-hed ar sizhunioù a zeu : d'ar 27 a viz Mae ba Montroulez ha Sant-Nazer. E miz Even en Naoned, Roazhon, Kemper ha Brest. Hag e Redon ha Gwened e miz Gouere !

Ur reportaj kaset gant Rosalie Salaun-Gourlaouen

Skodennoù skol: ha prefeti Penn-ar-Bed a laka lezenn Molac da dalvezout?

Abaoe m’eo bet votet al lezenn Molac e 2021 war ar yezhoù bro e rank an tiez-kêr paeañ ar skodennoù skol da skolioù Diwan. Met n’eo ket an holl anezho a douja d’al lezenn hag a ro ar skodenn ‘vit ar vugale zo o chom er c'humunioù. Sanset eo perzh ar prefetioù da lakaat al lezennoù da dalvezout. E Penn ar bed eo seblant bourt diaes kaout keloù war al laboiyur ‘zo kaset gant ar prefeti war an dachenn se.

Klevet e vo displegadennoù Gregor Mazo.

Emañ gant Erwan Blanchard

Ar reportajoù zo da selaou amañ

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio