en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier d'an 28 a viz Ebrel- 8e30 beure

Keleier d'an 28 a viz Ebrel- 8e30 beure

Kreskiñ ar feurmoù-uzin e Breizh: ur raktres zo astenn ur c'hraoù-moc'h 'ba Pouldreuzig

Jean-Michel Nicolas a zo amezeg da feurm-uzin ar Ruod e Pouldreuzig. Nec'het eo o c'houzout ma vo brasaet c'hoazh ar feurm evel ar pezh zo bet graet gant Philippe Bizien 'ba . Pevar aotre sevel a zo bet goulennet gant feurm ar Ruod en daou vloaz tremenet. Kaset en deus Jean-Michel Nicolas ur rekour d'an ti-kêr evit ma vefe ehanet labourioù astenn ar feurm. Ouzhpenn 6000 pemoc'h a vez produet eno bep bloaz dija. Ar re-se a brodu kement a zilec'hioù hag ur gêr 15 000 annezad. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

E Enez Groe eo diaes mat kavout ur lojamant evit bevañ.

Ur sujed a-bouez eo al lojeiz war an enezenn… Ar sihzun tremenet oa savet un tag, war Porzh Tudy, e antre Enez Groe, a-enep an eil-tiez hag lojeiz evit an douristed… Un arrouez eo eus enkadenn al lojeiz zo er mare-mañ war an inizi e Breizh. Mailys zo gant Yuna Kojan.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio