Kroashent ar micherioù e Diwan
Diwan ac'h aoz bep bloaz kroashent ar micherioù evit skolajidi trede klas holl skolajoù ar rouedad. Ar bloaz-mañ e vo un tamm disheñvel an traoù. Kejañ ar raio ar skolajidi ha skolajiadezed gant studierien ha studierezed e Karaez, d'ar 6 a viz Meurzh. Videoioù berr, e brezhoneg, a vo kinniget d'ar skolajidi gant pep a zen a vicher o tisplegañ e labour.
Klask a ra Diwan war lec'h tud laouen da ober ur video berr ha simpl, 2 pe 3 vunutenn, evit displegañ o micher a-benn kreiz miz C'hwevrer. Seul vuioc'h a videoioù a vo seul vuiañ a vicherioù disheñvel a c'hello bezañ kinniget d'ar re yaouank. Emañ an holl ditouroù e lec'hienn Diwan.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.