"Cymru" : anv nevez skipailh mell-droad broadel Kembre ?
Fell 'ra da renerien kevread Kembre melldroad cheñch anv ofisiel o skipailh broadel… Betegen eo degemeret ar skipailh dindan an anv e saozneg "Wales" gant ar FIFA. Pezh n'a ket d'ar Gembreiz ken. Se 'zo kaoz 'vo goulennet, 'benn 2023, gant ar gevredigezh bedel ar gwir da implijout ar stumm e Kembraeg "Cymru" ez ofisiel da geñver ar c'hrogadoù etrevroadel… Ur mod eo da reiñ nerzh da ved ar velldroad 'ba Bro-Gembre met ivez da embann kreñv idantelezh ar bobl hag ar vro. Un nebeut displegadennoù gant
Aneirin Karadog, barzh, kelenner war ar c'hembraeg 'ba Swansea… ha gourdoner ar skipailh melldroad e c'hoari e verc'h gantañ.
Da geñver Kib ar bed melldroad 'ba Qatar 'neus staget Kevre melldroad Kembre gant e bolitikerezh "kembreaaat" . Komzet 'neunt Kembraeg ar choarierien da geñver an emvodoù gant ar gazetennerien.
Klevet 'peus ur pennad-kaoz kaset gant Erwan Blanchard.