en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Saloñs Levrioù Karaez : "Skrivañ a ran e katalaneg peogwir eo ma yezh"

Saloñs Levrioù Karaez : "Skrivañ a ran e katalaneg peogwir eo ma yezh"

Gouel al levrioù e Breizh oa bet e Karaez e fin ar sizhun, evit an deirvet gwech ha tregont ! Un emgav a bouez bras evit embannerien ar vro. Ouzhpenn dek ti-embann ha tri-ugent a oa war blas disadorn ha disul ha tost da dri-c'hant skrivagnerez ha skrivagner !

 

Katalonia an hini eo a oa lakaet war wel ar bloaz-mañ. Ha peadra da vezañ badaouet gant sifroù an embann du-hont... War-dro 7000 levr e katalaneg a vez embannet bep bloaz, e-kichen e vez embannet nebeutoc'h evit 100 levr brezhonek ar bloaz !

 

E Karaez e c'halle an dud ober anaoudegezh gant daou skrivagner katalan. Unan dionte, Pol Guasch, zo ur barzh yaouank embannet e romant kentañ gantañ arlene... Ur romant anvet Napalm al cor, « Napalm er galon ». Goulennet en deus Tomaz Laken gantañ petra cheñche skrivañ en ur yezh vinorelaet ha perak e skrive e katalaneg ha n'eo ket e spagnoleg... An droidigezh oa graet war ar prim gant Núria Garcia.

 

Romant Pol Guasch zo bet troet e galleg gant Marc Audi hag embannet ar bloaz-mañ gant an ti-embann La Croisée.

 

Ur pennad-kaoz kaset gant Tomaz Laken-Jakez.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio