Raktres nevez Alter Breton
Dav eo d'ar Vretoned produiñ an energiezhioù bevezet ganto! Sed aze disoc'h al labour 'zo bet kaset gant Gwenael Henry eus an UDB… Emañ o paouez lakaat a nevez ar raktres Alter breton 'oa bet savet gant PSU Breizh e 1979 hag a roe hentoù da vont ganto 'vit ma 'vo emren ar vro keñver an energiezhoù. Nevesaet 'oa bet e 2009 dija… Produiñ muioc'h a energiezhoù padus 'ranker ober 'ba Breizh hervez Gwenael Henry ha paouez gant an energiezhioù fosil ha nukleel… Setu 'pezh a displego ar stourmer eus Lezardrev 'benn an 20 a viz Here 'ba Plouneour-Menez… Ha kement all 'zo bet displeget gant Padrig Gouez, ezel eus UDB Menez Are.
"An treuzkemm enerjetik 'ba Breizh, Raktres nevez alter breton" eo titl ar brezegenn 'vo dalc'het gant Gwenael Henry 'ba Plouneour-Menez 'benn an 20 a viz Here.
Un atersadenn gant Erwan Blanchard.