E Pluverin e klask perc'henn meingleuz ar Lann hi ledanaat.
Savet 'zo tud enep ar raktres-mañ, tud ar gevredigezh Beviñ e Pluverin. A-c'houde hanterkant vlez e vez ag ar veingleuz-mañ. Brasaet eo bet tamm ha tamm. Er memes termen e oa bet graet lotissamantoù get an ti-kêr. An ti tostañ zo lec'hiet tregont metrad doh ar veingleuz. E 1994 oa bet lâret get ar prefed d'an ti-kêr teurel ewezh doh diorren ar veingleuz ha diorren an tier a n'helle ket bout graet àr un dro. 'benn ar blez-mañ e vo graet un enklask publik er gumun evit studiañ goulenn ar veingleuz bout brashaet c'hoazh. Beviñ e Pluerin deus lakaet ur petision en linenn evit monet a-enep. Selaouamp doh Marie-Pierre Giquel é komz e anv ar gevredigezh diàr benn an trubuilhoù digaset.