"Deomp Dezhi" e Karaez
Disadorn ha disul 'oa dalc'het «deomp de'i» e Karaez, diwar intrudu Kevre Breizh. Ar pal 'oa diorren ar gaoz hag ar preder war amzer da zont yezhoù Breizh, da-heul ar manifestadegoù bras 'oa bet savet arlene e Frañs a-bezh da c'houlenn ur gwir statud d'ar yezhoù minorelaet. 12000 a dud 'oa bet bodet e Kemper en degouezh-se, d'an 31 a viz Meurzh 2012. Anna Ar Beg eo sekretourez Kevre Breizh, lâret 'ra deomp petra zo da dennañ deus ar c'haozeadennoù. Gant Tudual Karluer.