Serret eo dorioù stad Francis Le Ble da gazetennerien France Bleu Breizh Izel
Ar sizhun dremenet 'oa bet difennet get implijidi Stade Brestois ur c'hazetenner France Bleu Breizh Izel mont da gemer perzh 'ba un emvod kelaouin aozet get ar c'hleub foot. He kement-se diàr un urzh get ar vreudeur Le Saint. Ar re mañ 'zo penn ar skipailh melldroad 'zo e naontekvet plas eus renkadur Lig 1 ha penn kleub handball Brest Breizh Hand.
Trenket eo ar soubenn etre ar radio publik hag ar vreudeur Le Saint ha-c'houde miz Mae, e fin ar prantad handball diwezhañ. Embannet 'oe bet get France Bleu Breizh izel 'oe bet savet ur gouel 'ba sez stal ar re Le Saint evit lidañ titl kampionezed bro c'hall Breizh Brest Hand. Dre se 'oe bet tapet ar c'hovid 19 gant unnek den. Pezh 'zo, d'ar poent se, 'oe ret doujañ da reolennoù yec'hedel c'hoazh.. Feuket 'oa bet an aotrouien Le Saint. Divizet ganto kastizañ France Bleu ha serri dorioù stad Francis Le Ble da gazetennerien ar radio e-pad ur blez... Memes keloù 'oe bet embannet 'ba pajennoù Ouest-France hag an Telegramme... N'eo ket Gurvan Musset, rener ar stassion 'zo 'ba Kemper, 'vit kompren diviz ar vreudeur le Saint !
Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard.