Digenfinet eo enez ar Reunion dibaoe penn kentañ ar sizhun-mañ !
Fin ar bloaz warlene 'oa 400 den diwar 100 000 'oa klañv gant ar c'hovid 19. Dre se 'oa bec'h war boblañs La Reunioñ.Met tamm ha tamm e aet war zigresk an niver a dud tapet gant ar c'hleñved-red. Bremañ eo war dro 160 den diwar 100 000 'zo disklaeriet klañv gant ar c'hovid war an enezenn.
Aouregan Koig a zo bet klañviourez e pad 9 miz b'ar Reunion pa oa start ar jeu. E selvij advevaat ospital kêr Sant-Per eo bet gopret, e kreisteiz an enezenn.
Selaouomp Aouregan Coïc ouzh mikro Erwan Blanchard.
Distroet eo nevez 'zo da Vreizh ar vaouez yaouank a zo orin eus Gwengamp. a-raog loc'hañ kerkent en dro war-zu Polinezia ar wezh-mañ. Galvet eo bet gant ar "réserve sanitaire" da vont da greñvaat skipailhoù an ospitalioù du-hont 'pad pemzektez.