en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Difennet manifestadeg Paris evit gwirioù ar Balestiniz

Difennet manifestadeg Paris evit gwirioù ar Balestiniz

Manifestadegoù zo bet aozet e Bro C'hall a-bezh evit souten popl ar Balestinianed, disadorn. Met difennet eo bet ar vanifestadeg e Paris get ar prefeti. Ar vuzul-se zo bet kinniget get Darmanin, ministr an diabarzh. Ar ministr neus disklêriet e oa feuslterioù e 2014 e-pad ur vanifestadeg evit gwirioù ar Balestinianed. Setu perak eo bet nullet ar vanifestaged ar blez-mañ. Met an arguzenn-se eo un abeg toull hervez Anna Thomin. Anavezout a ra mat an disemglev etre Palestinia hag Israel. Er vanifestadeg e oa hag a oa bet aozet e Brest disadorn. Selaomp doc'h he soñj diàr-benn muzul prefeti Pariz, doc'h mikro Yuna Kojan. Bertrand Heilbronn zo bet laosket da vont get ar polis goude e zalc'h dindan evezh. Eñ en doa aozet ur bodadeg evit heuliañ ar strollad a zo bet degemeret er Vinistrelezh. Ar vanifestadeg-se a oa bet difennet get prefeti ar polis.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio