Ur vanifestadeg enep ar Surentez hollek hag evit ar sevenadur
Disadorn e oa un devezh broadel da vanifestiñ enep al lezenn Surentez Hollek. Digresket oa un tammig an niver a dud o kemer perzh en dibunadegoù evit ar fin arsizhun-mañ, da geñver ar gwezhaoù kent. Un emdroadur a oa da vezañ gouezet, gant ar sinzhunvezhioù stourm o tremen. Ne oa ket bet sikouret ar stourmerien da vezañ er maez er straedoù gant ar gwall amzer a zo bet e kerzh ar fin ar sizhunvezh, kenebeut avat.
Antonin a oa er vanifestadeg e Kemper. Ouzhpenn ar stourm enep lezenn ar surentez hollek a vene anezhañ. Evitañ eo un hollad e politikerezh surentez ar gouarnamant hag a zo fall, pa gas ar Stad war un hent aotrouniek.