Galv raktresoù gant Park an Arvorig
Priziañ ar raktresoù dibabet da geñver "Galv an intrudu", setu ur genstrivadeg 'zo renet gant Park an Arvorig. Daou vloaz 'zo 'oa bet roet lañs d'ar genstrivadeg ha kement se 'vit reiñ nerzh d'ar vuhez ekonomikel, sevenadurel ha kevredigezel war dachenn Park an Arvorig, etre ar Faou ha Gwirliskin. 1200 euro 'zo da gaout memestra. Gant Katell Guilloux, 'zo e karg eus ar c'hehentiñ 'vit Park an Arvorig, 'vo displeget deomp an nevezentioù 'zo ar bloaz mañ... kar 'berzh a ra ar galv. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
Gall 'ra an nen respont d'ar galv betek ar 17 a viz Du. An doserioù 'vit lakaat e anv 'zo da gas da bPark an Arvorig 'zo e sez 'bar Faou.