Dec'h d'abardaez zo bet rentet un enor broadel da Samuel Paty.
Bodadegoù 'zo abaoe penn kentañ ar sizhun mañ 'ba Frañs 'vit rentañ enor da Samuel Paty. Digwener tremenet 'oa bet lazhet ha dibennet an 'ni 'oa kelenner war an istor douaroniezh 'ba ur skolaj 'ba banlev Pariz. Diskouezhet 'oa bet gantañ d'e skolajidi 4re klas ur flemmskeudenn embannet gant Charlie Hebdo hag a diskouezh Mahomet. Ur gwalldaol 'neus ket e bar ken skrijus eo. Spontet 'zo bet ul lodenn vat eus ar gelennerien gant marv o c'henseurted se 'zo kaoz 'oa 2000 a dud bodet 'ba Brest 'vit rentañ enor da Samuel Paty, 1500 den 'ba Kemper pe c'hoazh 200 a dud 'ba Lesneven. Eno 'oa bet Antoine Guerin dec'h da noz. Kelenner war an istor douaroniezh hag an deskadurezh keodedel. 'Pa 'noa klevet ar c'heloù e fin ar sizhun dremenet 'oa bet tapet fall. Anzav 'ra e c'hall bout diaes lakaat ar gaoz war sujedoù 'vel al laikelezh hag ar relijionoù 'bar skolaj. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.