Enoret eo Martial Menard gant Kuzul ar Brezhoneg
D'an 10 a viz Here 'oa bodet un toullad tud e Lanrelas, e Breizh Uhel, war bez Martial Menard, kement ha lakaat ur blakenn, hag enoriñ an den, hag e labour evit Breizh hag ar brezhoneg. Gant Kuzul ar Brezhoneg ha mignoned da vMartial Menard, 'oa bet kaset an dra-mañ. Riwanon Kervella zo e penn Kuzul ar Brezhoneg, homañ da lâret deomp petore labour 'oa bet kaset da benn gant Martial Menard. Gant Tudual Karluer.