Ne vo ket a glas 6vet divyezhek 'ba skolaj Plouneour-Menez ar bloaz mañ!
Diaes an traoù gant an hentennn divyezhek 'ba skolaj Menez Are 'ba Plouneour-Menez. Gant ar rektordi eo bet divizet chom hep digeriñ ar c'hwec'hvet klas divyezhek brezhoneg-galleg. Re nebeut a vugale 'noant lakaet o anv ar bloaz 'mañ: 4 en holl. Warlene 'oa bet roet lañs d'an hentenn brezhoneg-galleg 'ba Plouneour hepken. Un taol fall 'vit dazont an hentenn pa ya an niver a vugale skoliataet 'ba hentenn brezhoneg-galleg 'ba Menez Are o vont da digreskiñ dre 'zo bet digoret hentennoù 'bar skolioù kentañ derez e-kerzh ar bloavezhiù tremenet. Dec'h 'oa bodet un hanter kant bennaket a dud, kerent, bugale, dilennidi, 'vit goulenn gant rektordi derc'hel ar bloaz 'mañ gant an hentenn se. Gant Erwan Blanchard.