Drastus eo bet en Indez efedoù ar c'horonavirus war al live sokio-ekonomikel.
Da vestroniañ ar c'hleñved-red 'n eus gouarnamant Narendra Modi lakaet e plas reolennoù strizh da enkañ ar vro, ar boblañs, hag an ekonomiezh. Dindan un nebeut eurvezhioù d'ar 25 a viz Meurzh o deus ranket an dud bezañ klozet en o zier, hep rag-warn ebet. Sarret an holl stalioù, klozet an harzoù etre Stadoù Kevreadel, ha nullet an holl dransportoù.
Izel a-walc'h eo an niver a dud marvet gant ar C'hovid-19 en Indez, 17 000 outo a zo bet niveret. Met gouzañvet o deus tud ar vro ur bern war al live sokio-ekonomikel. Al labourerien divroet e kêr da gavout labour, hag o veviñ deus an ekonomiezh kuzh eo ar re vreskañ.
Kanad Joag, o chom e kêr Pune, e Stad ar Maharashtra, 'n eus heuliet deus a dost efedoù an enkañ war al labourerien baour en e vro.