Tomm ha gleb an amzer... peseurt efedoù war ar gounit legumaj?
Tomm tre eo bet an amzer e Breizh er bloavezh 2020, dresit-holl e hanternoz bro C'hall. Ur geidenn a 2,1°C tommoc'h eget boaz eo bet an tamperadurioù etre miz Genver ha miz Mae. An Nevez-Amzer a zo bet ivez an hini an heolietañ a zo bet biskoaz e Breizh hag en Norzh. E Brest zo bet e miz Mae 80% muioc'h a heol eget boaz. Daoust d'ar goañvezh 2019-2020 bezañ bet an hini tommañ dibaoe penn-kentan an XX vet kantved, e vez dav derc'hel soñj e oa bet mizvezhioù Genver, C'hwevrer ha Meurzh kentoc'h gleb hag avelieg.
Peseurt efedoù 'n eus bet an amzer-se war labour ar c'houniderien legumaj ? Domp da Bloveilh, da weladenniñ stal Legumaj Kergwenn, gant Yann Paulet hag Anne Desallias. Emaint deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.