Ar peskour kozh hag an div verc'h mor
Naratour : Mazhev Coviaux
Ar pesketour : Brewal Runigoù
Ar siren : Enora Molac
Merc'h ar siren : Ninnog Louis
.
Ar peskour kozh hag an div verc'h-mor
Ur wezh 'n em gavet ur peskour da vonet get ur c'hanot da besketaat. Eñv a welas ur siren ha oa unan bihan etre he divrec'h geti. Hag an den-se a lâras :
. Eh an da welet petra eo a welan àr-zour.
Eñv a zo aet betagzi. Met oa é vonet kuit. Eñv a welas ur skumonenn en he beg. Eñv he lakas en e ganot, he hani bihan ha hi. Eñv ' gomañsas da frotal ar siren gozh hag he hani bihan. Eñv o roltas en e gap. Hag aze p'o devoa komañset an tommzer donet dezhe, ind ' gomañsas donet en-dro. Eñv a lâras :
. Gwelloc'h oc'h, siren ?
. Un tammig. Met seulamant, a-benn div eur ac'hann-amañ e vin yac'h èl ur pesk, a lâras ar siren. C'hwi hor c'hasay ma merc'h ha me àr an inezenn tostañ a gavahet. Hoc'h eus sovet hor buhezioù, met seulamant c'hwi ' vo rekompañset. Pandeogwir hoc'h eus ket den er bet, c'hwi a chomay geneomp mar karit.
. 'Chomin ket james àr enezenn ebet, a lâras ar peskour. Met me ' yay lies d'ho kwelet. 'M beus e mam bag tout ar pezh ' faot din. 'M beus un trepez hag ur billig evit darev ma fesked. Hag ur c'hap a servij da vout gwele din. A pa vên skuizh é tapouit pesked, me ' gemer ma c'hap ha m'em daol da gousket. Arc'hoazh vintin, siren, nend in ket d'ar mor. Me ' yay d'ober un dro bale àr an enezenn. Kar me ' gav genin ho merc'hig e teliehe kreskiñ bremañ.
. Justamant, a lâras ar siren dezhoñ, peskour mat, e vehen bet aet da lâret deoc'h donet. Kar 'm beus afer doc'hoc'h evit un tammig amzer.
Hag ar peskour a respondas :
. 'Faot ket din chom pelloc'h evit eizh deiz. Kar me ' zo-me ur c'hi-mor. A pand an-me da mam bro e-lec'h eh on ganet, 'd an ket ke'met ur wezh bep daou vlez. A p'arruan ' vez ket hanter doc'hon. Tout ma c'hamaraded a za àr ma arbenn hag int a c'houlennas genin mar bourran é welet ar sirened. Ha me ' respondas dezhe : « Bien sur, me ' vourr d'o gwelet ha da vonet àr o enezennoù a pa faot din. »
Un deiz setu ma eñv partiet doc'h e vro da vonet en-dro da besketaat. Setu arru un avel vras, ha 'oa ket metoñ en e unan. Setu bountet e ganot àr ar garreg get an avel. Eñv a sailhas en aod. Setu arru div siren getoñ hag e oa ar vamm hag ar verc'h a oa, ar re en devoa sovet. Hag e sekouras getoñ tapouit an amar evit haliñ e ganot er sec'h.
. Marse, a lâras ar peskour dezhe, e paday pell ar fall-amzer ha 'vin ket kapabl da vonet da dapouit pesked hag e varvin get an naon.
Ha merc'h ar siren a lâras dezhoñ :
. Ne varvahet ket get an naon. Kalz-a-vern peker bras a vo ar mor, ha pegement a avel a vo, me ' neuñvay (nanay)-me da dapouit pesked deoc'h. ha c'hwi a ray ho kaoteriadoù èl m'e faotay deoc'h.
. Pa garehec'h , div siren, donet da zebriñ genin.
. Ne zebromp ket james pesked darev, met pesked kriz. Gwezhavez ni ' zo bet foetet get ar lammennoù doc'h ar garreg, kar ar garregoù a zo a-dreñv an enezennoù a zo dañjerus. Pa zou ur bannig avel hag un tammig mor, bag ebet n'c'hell ket akostiñ. Met seulamant ni ' zo eurus bout ho kwelet é arru amañ. Kar en ho unan àr ur mor pehani a zo, 'pehe ket gellet harz. Met hiziv e oc'h c'hoazh sovet, a lâras ar siren yaouank dezhoñ.
. Arc'hoazh pe an trenoz, c'hwi ' c'hellay monet kuit ac'hann-amañ, ha c'hwi a yay d'an enezenn e-lec'h 'faotay deoc'h. C'hwi a gavay he-unan ur voereb din. Hag aze c'hwi ' gasay hon doereioù dezhi. Ha honnezh ho rekompañsay a gement sort netra ' vo. C'hwi a lâray dezhi po ma sovet ma merc'h ha me. Hi a zo kozh. Met en he jardrin-hi ne vank ket netra. Me ' gav genin e telehec'h komañs skuizhiñ a-c'houde an amzer e oc'h àr ar mor benniget-mañ. Ha ma moereb a ray deoc'h da gas geneoc'h en ho kanot, ha c'hwi a yay d'ho pro e-lec'h e oc'h ganet. Hag aze c'hwi a vevay e peoc'h hag e trankilite.
Porzh-Loeiz, 9.10.1913
.
Tonioù :
- Super Parquet : Octobre
- Priscilla Ermel : Meia Noite
- Sea Oleena : Untitled
- DakhaBrakha : Sonnet
- Alabama Shakes : Sound & colors