War gresk yaio an taos war ar bier
En asamble zo kaoz da lezenniñ da lakaat an taos war ar bier da greskiñ. Deus unan ec'h afe da dri, da lâret eo pemp cent ouzhpenn, war ur bañch bier. ///Yann Ber An Neeun///, peizant anezhañ, eo prezidant ar gevredigezh « deus an douar d'ar bier», a bourchas heiz d'ober bier, da vreserien zo e Breizh, ha ///Brendan Luzu/// eo prezidant ar gevredigezh a ra war-dro d'ar saloñs «biolojik» e Karaez. Lâret 'reont deomp o santimant war an danvez lezenn nevez-mañ. Gant ///Tudual Karluer///.