Disadorn 'oa bet roet priz Herve Ar Menn da Di ar Vro Treger Goueloù
Disadorn 'oa bet roet priz Herve Ar Menn da Di ar Vro Treger Goueloù evit e labour evit ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. E Kawan eo staliet ar gevredigezh, a bourchas kentelioù yezh, hag a bep sort war-dro da sevenadur ar vro, evit tout an dud, bugale koulz ha tud gour. Herve ar Menn 'oa stourmer evit ar brezhoneg, staliet e Pariz ha bet krouet eno Kenvreuriezh ar Viniaouerien er bloavezhioù 1930, ar bagad kentañ bet a-viskouazh. Serge Nicolas 'oa o reiñ ar priz, un toullad displegadennoù gantañ, aterset gant Yann Ber Gwiader en RKB.