Studierien Bro-Serbia ha Bro-Alamagn o weladenniñ ospitalioù Kemper ar sizhun dremenet
Ar sizhun dremenet e oa studierien broioù Serbia hag Alamagn o weladenniñ ospitalioù Kemper. Eskemmoù etresevenadurel a vez kinniget d'ar studierien war ar vicher a glañvdiour o tont deus Breizh, Alamagn ha Serbia. Gant ar gevredigezh Gwenili, staliet e Kemper zo bet kaset ar raktres-se da-benn evit ar pevare gwezh bremañ. A bep eil emañ an dud yaouank o vont da dremen ur sizhunvezh e pep hini deus an teir bro. Anaig Loazel a zo ezelez ar gevredigezh Gwenili. Lâret a ra penaos vez savet seurt raktresoù gant ar gevredigezh, deus mikro Claire Kariou en Radio Kerne.