Ur greizenn dibab lostajoù 'ba Pluned
Disadorn 'oa bet igoret ///kreizenn nevez dibab lostajoù Valorys e Pluned, e kreiz Bro Dreger./// Gant ar Smitred eo meret, hemañ sindikad d'ober war-dro d'al lostajoù, savet diwar youl dilennidi ar vro. Ur bern dilennidi diwar-dro 'oa war blas disadorn, maerioù, kuzulierien kumunioù, kannadezed, hag ur vinistrez, Marylise Lebranchu. ///Yannig Botrel/// zo senedour Aodoù An Arvor, en uzin Valorys 'oa war al leurenn evit an igoradur, lâret 'ra deomp peseurt pouez 'c'hell bezañ d'ur seurt kreizenn. Gant ///Tudual Karluer.///