Digwener 30 a viz Kalañ-Gouiañv
Ti Gwillioudiñ Gwengamp: benn arc'hoazh e vo manifestet evit e chomehe e Gwengamp. Peogwir n'eus ket bet sinet netra, ha diasur c'hoazh an traoù/ Gwilhom Briko a zo ezel ag ar c'homite souten, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB, selaouit da 1e09
Toutouig niverenn 0 a zo o paouezh bout embannet get Keit Vimp Bev keit-vimp-bev.com graet eo evit sikour get ar gerent non-brezhoneger da zaremprediñ get o bugale bet lakaet e skolioù Dihun Divyezh pe Diwan, e brezhoneg. Selaouit Yann-Fañch Jacques doc'h mikro Laetitia Fitamant ag Radio Kerne, da 22'
Hervé Bihan a zistro àr disoc'h ar c'hollok àr treuskas ar brezhoneg er familhoù, dalc'het en UBS an dibenn-sizhun paset, doc'h mikro Kristell Beauto, da selaou da 10'
Toui! Fitedou! Penaos lâvarout ho soñj get ur yezh flour ha sutil? Selaouit doc'h ar gronikenn Peseurt Mod 'vez lâret, get Tomaz Laken ag RKB ar wech 'mañ oe get Tangi yekel. Da 6'
"Un homme pressé" n'eus ket plijet kement-se da Yann-Klaod ar Ruyet, neoazh oe interesus peogwir e lak ac'hanomp d'em c'houlenn ma ne labouromp ket un tammig re a-wezhadoù. Selaouit Sinema da 1e03
Un ton maloya bourrus ag ar reunion a zo kinniget deoc'h get Izan Belz, selaouit Dasson an Ton da 41'
Tonioù:
- Erykah badu, On & on
- Dour Le Pottier 4tet, Toukan
- Kalon ur vamm, Toutouig
- Zanmari Baré, Dann Fon Titan
- Ferzae, suite de ridées
- Yann Tiersen, Pern