Diriaou 15 a viz Kalañ-Gouiañv
Hiriv 'zo bet klevet Eujen Goater, tad Jan-Mari Goater, hag a zo e penn embannadurioù Goater. Aterset oe bet durant saloñs-levrioù Plistin, get Tomaz Laken ag RKB. Selaouit da 36'
Un diouer bras a plasoù 'zo da lakaat ar vugale e magourioù e brezhoneg. Ar vagouri kentañ oe bet digoret e Gwened e 2011, unan all a zo bet digoret nevez 'zo e Roazhon, hag ur raktres all a zo da zigoriñ unan e Brest. Muioc'h da c'houzout a-zivoud stad an traoù get ken-brezidant ar gevredigezh Babigoù Breizh Erwan Ollivier, doc'h mikro Gwenvael Delanoe. Klikit da 21' àr an enrolladenn a-us!
Benn disadorn e vo lidet deiz ha bloaz ur paotr n'oe stourmet evit sevenadur ya yezh ar vro, ar c'hontour ha kanour Maurice Poulmarc'h, er fest-noz aozet get skipailh Nevez amzer Kastell-Nevez. Muioc'h a zo da glevout a-zivoud ar paotr, hag an darvoud, get Yann-Bêr Guyader ag RKB, selaouit da 10'
Ouzhpenn ar vretoned 'zo! Setu kronikenn Benjamin Bouard ag Radio Kerne, hag a gont muioc'h deomp hiriv a-ziàr ar Garaïmed, ur pobl yuzev ha turk. Selaouit da 31'
C'hui he glev bep yaou en abadenn vitin Pikous Dibikous, ar vedisinez Gael Pedron staliet e Gwareg, hiriv e tispleg petra hi deus ranket gober evit bout medisin. Selaouit da 1e06 ar gronikenn Yec'hed
Ha setu tro-lavar ar sizhun! Selaouit Teñzor ar brezhoneg komzet da 7'
Tonioù:
- Maija Kauhanen, Pinnalla
- Laboratorium Piesni, U Lisi
- Daouad Sylvain Barou/Ronan Pellen
- Sona Jobarteh, Mamamuso
- Yann Tiersen, Tempelhof