en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dimeurzh 13 a viz Kalañ-Gouiañv

Dimeurzh 13 a viz Kalañ-Gouiañv

Mirdi Kompagnuniezh an Indez e Porh Loeiz a aoz ur brezegenn enoazh a-zivoud ar vartoloded da vare an XVIIIvet kantved. Jean-Michel André a zo bet pedet evit kas ar preder, muioc'h da c'houzout ge Gwenc'hlan Broudig, e-karg ag ar c'hehentiñ, an enklaskoù, an darempredoù get ar mirdioù all hag an enklaskoù ivez (paotr a oar ober pep tra). Selaouit an atersadenn da 7' "Tamall" setu ar ger displeget get Herri an Naod hiriv doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB, evit e gronikenn Gerioù ar Vuhez! Selaouit da 15' Hop Hop Hop kronikenn an evajoù, a ginnig deoc'h get Gwenole Olivier gouzout hirroc'h a-ziàr ar pensée-sauvage (louzaouenn an dreinded?) selaouit da 20' ar gronikenn kinniget get Arvorig FM Hiriv ez eus bet lennet ur lizher skrivet d'an 18/08/1917 get Loeiz Herrieu, àr an talbenn. Selaouit da 30' Ar benn ma glin e skrivan deoc'h, get Jo Morvan ha Daniel Carré. Riwanon Kervella a zo ganeomp bepred, Tomaz Laken ag RKB n'oe darempredet geti disul e saloñs-levrioù Plistin. Selaouit da 42' Tonioù: - Kan ar Bed, Tumbalaika - Beat Bouet Trio, A l'armée - Stevie Wonder, Superstition - Lena Chamamyan, Lamma Bada Yatathana - Startijenn

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio