en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ploeneg : stourm evit derc'hel ar lise.

Ploeneg : stourm evit derc'hel ar lise.

Ne vez ket laosket lise micherel Ploeneg (Plouhineg) mervel ket aezet ha se. Botet oa bet serriñ al lise benn distro-skol 2018 gant kuzul ar Rann-Vro e miz Kerzu. E lise-mañ, hini nemetañ ar C'hap Sizun, e vez kelennet labour kalvez ar bagoù. War an dek vloaz tremenet oa bet digresket an niver a dud yaouank o lakaat o anv evit ar stummadur. Gant an 30 den bet lakaet o anv evit ar bloaz a-zeu, e oa re nebeut evit dec'hel anezhañ digorr. Setu da nebeutañ ar pezh a zo bet diskleriet gant Isabell Pellerin, eil brezidantez ar Rann-vro karget deus al liseoù, Goude un ehan evit ar gouelioù, zo bet adkroget gant ar stourm disadorn. Manifestet o deus un 800 den bennaket porzhioù Ploeneg ha Gwaien. Ha pep divoutin e vez kavet tud a bep seurt en o zouezh : pesketerien, labourerien douar, ha liseidi evel just. Maksim Touze a oa eno dindan banniel strollad an UDB. Displegiñ a ra da Dunvezh Wlagen-Grandjean perag e hellfe hervezañ lise micherel Ploeneg chom digorr ar bloaz a zeu.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio