Pesketerezh : Treuzkemm Glaz Sant Nole
Saveteet eo bet porzh Penmarc'h gant e vesketerien. Bloaz 'zo voe anv da sarriñ anezhañ, pa oa aet armamant nemetañ ar porzh kuit d'ar Gelveneg. 200 pe 300 den a vez o labouriñ tro dro d'ar besketerezh e porzh beg ar vro Vigouden. Hiriv chom un hanterkant bag bennaket e Sant Nole c'hoaz. Ha n'emaint ket o unan. Stropet int en ur gevredigezh divoutin : la Transition Bleue de Saint Guénolé, Treuzkemm Glaz Sant Nole. Krouet voe bet un nebeut mizioù 'zo gant Gwenola Troadeg-Delambre ha Robert Bougeon, gant ar pal reiñ nerz d'ar vartoloded. Eñ zo bet prezidant Komite Pesketerezh an departamant, hag emañ ganeomp da zisplegiñ peseurt doare pesketerezh nevez a vo graet, hervez menoz an Dranzision C'hlaz...