en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Disadorn 'oa manifestet en Oriant enep ar Glyphosate

Disadorn 'oa manifestet en Oriant enep ar Glyphosate

Lusket 'oa gant ur strollad deus ar vro anavezet «la Marche contre Monsanto », hag he deus klasket lañsañ an traoù war al live broadel. Ar pestisid-se implijet e louzoù Round Up graet gant Monsanto, a sav enebiezh braz a-eneptañ: tamalet eo dezhañ bezañ dañjerus evit ar yec'hed gant Kreizenn Etrevroadel an Enklask war ar C'hrign-Bev (Circ e galleg). A-benn ur sizhunvezh ac'hann 'n o Komision Europa da zivizout ma vo aotreet ar volekulenn en dro evit an dek vloaz da zont. Emañ bro C'hall da votiñ a-enep, diwar ar pezh a zo bet diskleriet gant ar gouarnamant. Pascale a voe o kemer perzh er vodadeg e kreiz kêr an Oriant. Lâr a ra de Dunvezh Wloagen-Grandjean evit peseurt abeg eo bet o vanifestiñ. Diskinnig: Jean Paul Runigoù, dilennad departamant ar Morbihan evit Dour ha Sterioù Bzh. Ma vefe asantet implij ar glyphosate en Unvaniezh European evit an dek vloaz da zont, e vefe dieub da c'houde pep gouarnamant da aotreañ ar volekulenn en e vro pe get.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio