Repuidi : Strizaat reolennoù Dublin 4
Mont a ra war gresk an niver a repuad e bro Gemperle a zo hep lojeiz. Embannet eo bet ar c'heloù gant ar gevredigezh « 100 pour un toit », krouet evit kavout un doen d'an dud bet nac'het ar bod (asile) dezho gant ar stad gall. Hervezo eo spontus an doare ma vez graet war dro ar repuidi ur wezh nac'het dezho ar gwir da gaout bod. Fanny Chauffin, ezel ar gevredigezh "100 pour un toit", a zo deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean.