22 strollad 'oa war ar renk 'bar Bagadañs 'ba Karaez
Ha disadorn, evel bep bloaz, 'oa bagadañs e Karaez, aozet gant skipailhad bagad Karaez war blas, ha gant ar gevredigezh Sonerion, bet BAS, a ra war-dro d'ar bagadoù. Digarez 'oa da sevel konkour bagadoù pempvet rummad. An daou strollad gwellañ war an devezh zo da vont er pevare rummad bremañ. 22 strollad 'oa war ar renk. Gant bagad Argentré du Plessis eo aet ar maout, ha Monfort-sur-Meu da eil, o-daou o vont er pevare rummad 'ta. Bagadig Brieg 'oa en em gavet en trede plas. Selaouomp André Kefeleg, prezidant Sonerion, ha Fulup Kere en e raok, a oa o kinnig an abadenn. Gant TK.