en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dilennadegoù prezidant Bro-C'hall: war ar renk emañ Kristian Troadeg

Dilennadegoù prezidant Bro-C'hall: war ar renk emañ Kristian Troadeg

Christian Troadeg 'neus roet lañs d'ar prantad da gaout ar 500 sinadur ha giz-se gellout mont war ar renk 'vit an dilennadegoù Prezidant Republik Bro-C'hall 'vo 'benn bloaz. Soutenet eo gant ar rouedad Rannvroioù ha Pobl kenskoazell, ur rouedad politikel lec'h ma kaver strolladoù rannvroelourien pe emrenelourien eus Breizh, Elzas, Bro Euskadi, Katalunya, Korsika pe c'hoazh Savoie. 500 sinadur 'zo gaout gant dilennidi 'zo pe maered; prezidanted kumuniezhioù kumunioù; kuzulierien dept ha rannvro, senatourien, deputeed ha deputeed european. Ret eo kavout ar 500 sinadur 'ba 30 departamant dishenvel. Ur sapre klaoustre 'vit maer Karaez ha kuzulier departamant Penn-ar-Bed. Selaouomp André Lavanant 'zo 'ba skipailh Kristian Troadeg. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio