en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Raktres sevel skolioù Diwan a zo ba Redon ha ba Ploervael

Raktres sevel skolioù Diwan a zo ba Redon ha ba Ploervael

Douget eo ar raktres e Redon get Gwladys Riquier hag a zo staliet eno a-c'houde meur a vlez, ha c'hoant braz geti ma vehe skoliataet e vugale e brezhoneg. Daou viz 'zo he deus kroueet ur gevredigezh da c'hellout sevel ur skol. Bremañ e vo ret brudiñ an dra ha chechiñ kerent evit gellout digor 'benn miz Gwengolo 2018 get 14 krouedur d'an nebeutañ. Gouiamp pelloc'h get Catherine Guérin, karget a gefridi da skoazellañ an AEPoù e Diwan. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel. An emvod e Ploervael a vo fenoz da 8e e sal ar Carmes hag a-benn diriaou e vo an emvod foran e Redon, da 8e e ti ar c'hevredigezhoù.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio