Komz brezhoneg d'e vugale vez ket aes bemdez : kafe flappin e Douarnenez disul
« Komz brezhoneg d'e vugale 'vez ket aes bemdez », setu temp ar c'hafe flapiñ a vo aozet 'benn disul e Douarnenez. Hiziv an deiz e chom ar brezhoneg yezh ar skol ha n'eo ket hini ar familh. Ganet 'oa ar soñj gant Katell Chantreau neuze da lakaat eskemm en-dro d'an daol kerent brezhonegerien da welet o zarempred gant ar yezh da-geñver o vugale. Pep hini a c'hello kavout e lod, ar re a ra gant ar brezhoneg er gêr, ar re na reont ket koulz hag ar re ha n'o deus ket graet o soñj c'hoazh. Selaouomp hiroc'h gant Katell Chantreau ouzh mikro Katell Uguen.
Emgav disul da 4e e preti ar Glacier er Rozveur e Douarnenez. Digor eo d'an holl vrezhonegerien. Baby-sitters brezhonek a vo evit ober war-dro d'ar vugale.