les saisons
SIN-160226-LES SAISONS.docx
LES SAISONS
Ur film sevenet gant : Jacques Perrin & Jacques Cluzaud (2016).
(1e40)
Un teulfilm eo diwar-benn ar vuhez en Europ, a-c'houde achuamant diwezhañ prantad ar skorn en doa padet 80 000 vloaz. Diskoueziñ a ra ar vuhez war hon kevandir dre daoulagad ar loened, braz ha bihan. Skeudennoù kàer : bremañ e c'heller filmañ ar loened gwell eged biskoazh. Amañ, pa vehe un aktor da lakaad en a-raog er film e vehe ar goadeg eo. Ar goadeg veur, ar forest kentañ hag a c'holoe an darn vrasañ ag Europa n'eus ket ken pell-se c'hoazh.
Ur 15 000 vloaz so bennag en doa kroget an amzer da glouarraad. Un nebeud derezioù uhelloc'h ha setu ar skornegoù é teuziñ hag an douaroù é c'hlasaad. E-korf ar c'hantvedoù e oa daet ar gwez da greskiñ beteg ober koadaouier divent ogozig e peb lec'h. Setu aze lec'h fasibl ar loened, gant o modoù da vevañ ha da genvevañ, o reolennoù digomz, o domanïoù, o ritualoù ive, rag estroc'h eged mab-den o deus ritualoù.
Braw eo gweled ar strivoù graet gant peb loen evid bevañ ha treuzvevañ. Adal momant e c'hanedigezh e rank peb plog heulïañ e vamm evid padoud ha kaoud ar chañs da vrasaad war e damm douar. Na penaoz ema daet peb rummad loened da sevel e "sevenadur" dezhañ ? Penaoz e c'hellont kenvevañ hag en em gannañ beteg, o-hunan, lakaad o ouennoù en dañjer ? Evel-just e tegouezh dramaoù edan ar gwez. Debriñ pe boud debret, setu ar lezenn. Peb unan a oui, nawazh, peb unan a sant d'an nebeutañ, e rank espern an dazont. Arabad distruj ar jiber enta, arabad kalavriñ ar boued. Ar pezh na ouiomp ket mui ober, ni, poblañsoù an douar hag o deus dober a deir pe peder flanedenn evid bevañ en o aez, hiziw-an-deiz.
Tro hon eus da weled momantoù tener braz buhez ar loened filmet. O selloù. O jestoù, prim-prim evid lod, rag aze ema o chañs : boud ataw war evezh ha prest da achap buan, kenkaz. Bizoned, ponner ha sioul en avel-viz, en avel rip, é klask peurad ur c'heotenn skornet pe ziw, o fan leun a erc'h hejet-dihejet gante da beb an amzer. Laboused war-nij a-dreist da vleinioù ar gwez, ar flagennoù, an avonoù.
E-pad ar milvedoù ne rae ket kaz ar loened kement-se ag ar boudoù plom war o daou droad hag a dreuze o domanïoù. An denion, n'o gwelomp ket kalz. Pe a-bell. Mez tonket e oant da gemer muioc'h-mui a lec'h er c'hoadoù. Ha setu aze propoz ar film, a ziskouez penaoz ema daet an denion da grennañ ar forest veur, d'he rannañ, da dennañ o mad anezhi, gant an tan, o benvegoù houarn, o armoù, gwaregoù ha biroù, goafoù ha kement zo. Diskar gwez, loskiñ koad, doñvaad ar c'hezeg, sevel lojoù koad ha batimañtoù mein goude. Ne vez ket gwelet an dud, rag ar pellañ posubl a-zoc'hte e chom ar loened gouez. Mez aze emaint, un tammig pellikoc'h, rag daet eo ar goadeg bremañ da voud disterroc'h-dister, er plaenennoù d'an nebeutañ. Ne chom nemed ar menezioù evid ar loened gouez da gavoud bod ha boued en o aez enne.
Kroget o deus an dud hiziw da santiñ eh eus traoù é kemm, é kemm hardizh. Hag int dic'halloud. Mez marse pas. Marse eh eus traoù d'ober. Traoù da lâred da gomañs, traoù da huchal zokén d'ar pobloù beuzet en o froblemoù pemdez. Ankouaet hon eus bevañ gant an natur. Ne ouiomp ket mui zokén penaoz e vez graet amanenn. Gant laezh ? Gant laezh treñk (klevet nevez so gant unan 50 vloaz dezhi). Ar loened a welomp er film a oui tennañ o magadur ag an natur tro-dro. Ni ive, mez a-bell. Spesialisted a oui. Mez peb unan ahanimp a vehe lakaet diaez, marse, war un enezenn kollet.
Jean-Claude Le Ruyet.20160226c.159E.