en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gi ar C'horr : kazetenner RBO n'eus kinniget e geleier ziwezhañ ar mintin-mañ

Gi ar C'horr : kazetenner RBO n'eus kinniget e geleier ziwezhañ ar mintin-mañ

Setu diskroget ouzh ar mikro goude tri bloaz ha tregont o luskañ keleier e brezhoneg. Gi ar C'horr, paotr Treger a za war e leve hiziv. Pa 'oa kroget RBO, Radio Bretagne Ouest da skignañ d'an 3 a viz Eost 1982 e oa klevet mouezh Gi evit ar wech-kentañ. Hed ar bloavezhioù eo aet ar c'hazetenner da foetañ hentoù bihan ha bras Breizh ha pelloc'h zoken gant e Nagra, an enroller dre vandennoù. Kantadoù a atersadennoù n'eus bet graet, kantadoù a bennadoù keleier n'eus bet kinniget ivez. Da 8e15 ar mintin-mañ en eus Gi kinniget e geleier ziwezhañ war gwagennoù Frañs Bleue Breizh Izel. Bet on da wel' paotr ar radio.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio