Douaroniezh Breizh àr ar rouedad !
Disadorn e Gwened e oa bet degemeret 4 den nevez e urzh an Erminig.
Ar c'holier a zo bet roet da Yvon Palamour bet sonour hag artizan koad deus Pleuigner, Philippe Argouarc'h, krouer ar lec'hienn internet "Agence Bretagne Presse", Patrick Mareschal, a zo bet e penn departamant Liger-Atlantél etre 2004 ha 2011, ha d'ar moraer Eugène Riguidel. Medalenn Urzh an Erminig a ya da loerañ un oberenn kentoc'h evit tud en o anv personel. Roet eo bet ar vedalenn d'ar c'henlabour kaset get an ti-embann "Skol Vreizh" hag ar gevredigezh "Douaroniourion Breizh" da lakaat en linenn "Douaroniezh Niverel Breizh". Pierre-Yves ar Rhun, douaroniour a zispleg deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel.