Dijoleiñ Sevenadur Breizh get Ti ar Vro Kemper.
Evit an eil gwezh e vo dalc'het ur forom a-benn ar Sadorn 5 a viz Gwenoloñ e Kemper d'an dud d'ober anaoudegezh get aozadurioù sevenadurel ar gêr. Àr un dro get Ti Ar Vro Kemper o deus bagadoù ha kelc'hioù kelteg ar vro dibabet kinnig un devezh àr blasenn Sant Kaourintin evit brudañ ar c'hentelioù, an abadennoù ha kement tra a vez aozet gete. Un digarez da enskrivañ ar vugale 'vit stalioù diavaez-skol, met un digarez ivez evit an aozerien da reiñ da welet' o obererezhioù. Setu 'pezh a gont deomp Gweltaz ar Fur, prezidant Ti ar Vro Kemper. Emañ douzh mikro Katell Uguen.