en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Crosswind

Crosswind

SIN-1506xx-CROSSINGWINDS.docx CROSSWIND Ur film sevenet gant : Martti Helde (2014). Gant : Laura Peterson, Mirt Preegel (1e27). Gouied a raomp bremañ pesort torfedoù a oa bet graet gant an Nazïed en Europ ha pelloc'h c'hoazh. Mez siwazh n'eo ket bet Hidler ar foll nemetañ hag en doa strewet gwad e gempredidi. Er memez termen ne veze ket fentuz bemdez bevañ e Rusia hag er broioù bet enkorfet en Unvaniezh Sovietel goude Dispac'h 1917. Klevet hor boa komz a brosezoù Moskou, a gasadeg milieradoù a dud beteg finfoñs ar Siberi ; klevet hor boa komz ag ar goulagoù diskrivet ar vuhez enne gant Solyenitsin. Gant ar film-mañ e tizoloomp un tu arall ag ar pezh a oa bet graet gant Stalin, graet anezhañ, ha heb farsal, "Tadig ar pobloù". Tost da c'hwec'h kant mil ag Estonianed a oa bet lazhet gant ar Sovietidi dindan Stalin. Ha muioc'h a vehe bet marse keneve marw hennañ e 1953. An diranted zokén a goll o buhez ! Diskoueziñ a ra ar film Crosswind, dle. eo Kroashent an avel, ar pezh a oa degouezhet gant ur familh estonian goude m'he doa kavet gwell ar vaouez chomel er vro, e-lec'h he c'huitaad, evel ma rae lod. Rag ne fell ket d'an dud selled douzh ar pezh a seblant boud er-maez ag ar skiant vad pe selled douzh ar realded pa vez kriz. Siwazh, tud zo ne gont ket ar vuhez dezhe, nemed pa vez hanw ag o heni. Ide digustum ar film zo ar mod mand eo bet roet da weled penaoz e oa an traoù er prantad skrijuz-se. Gwenn-ha-du, evel a-liez bremañ en-dro. Diskoueziñ a ra ar filmerion distroiñ d'ar gwenn-ha-du, rag gantañ e vez gomet ar pezh nad eo ket pouezuz. Ne chom nemed kalon ar skenennoù, evel e fotoioù Doisneau. Amañ eh eus tud nawazh, helaezh a dud, mez evel delwennoù emaint, evel pa vehent bet troet da vein gant un taol achanterezh. Netra ne fich er film, nemed ar c'hamera. Hag avañs a ra ar c'hamera e-mesk an dud, difonn-kàer, ha tremen a raomp ag ur skenenn d'an arall, beteg gouied ar pezh a oa degouezhet gant ar verc'hig, Eliide, gant ar vamm, Erna, ha gant an tad, Heldur. Diwar lizherioù bet skrivet gant Erna d'he gwaz pemzeg vloaz pad ema bet savet ar senario. Moian ' vehe bet d'ar mod-filmañ-se boud boroduz pe torr-penn. N'eo ket. Gant ar béwhañval ema peb skenenn e c'hellomp tostaad douzh peb unan ag an dud aze, kompren o c'hoantoù er momant diaesañ, gouied ar pezh a soñjent hag ogozig kleved ar pezh a oant é lâred. Ur feson da lakaad an amzer da chom a-sav, da arrest, eo ar filmañ difonn a zo bet. Neuze e c'hellomp kaoud amzer d'en em lakaad e lec'h hennañ pe hennezh, a pa vehe prizoniad pe bourrew, penn-braz ar c'holkoz pe kannad ar soviet lec'hel, pe c'hoazh plac'h daw dezhi plegañ da c'hoantoù he chef pe gwaz oblijet da labourad a-lazh-korf. Diaez eo dimp henn koñseviñ, mez ken braz eo ar Siberi ma en em sante dalc'het an dud gant an natur rust er goulagoù kollet-se. Ur menier frankiz a veze laosket dezhe, bevañ a raent dichadenn, mez ur frankiz faoz e oa. Ha tost e oant da soetiñ boud staget kentoc'h, evid santoud e oant prizonidi just a-walc'h. En ur bed dizesper e oant, ur bed ken kloz gant brasted ar plaenennoù, ar step hag ar c'hoadegi divent tro-dro, ma lame ar vrasted-se digante an c'hoant da achap, ma lame an disterrañ spi : "C'hwi hag a za amañ, ankouait peb goanag !" Bremañ, goude ma oa bet digoret dïelloù an Unvaniezh Sovietel goude dismantr an URSS, e tiskouez ar wirionez penn he fri. N'eus limit ebed d'ar blaoac'h. Ar pezh a zo, n'eo ket ar fallentez nag ar c'hrizder pezh an XXved kantved hebkén, n'eo ket pezh pobladoù dizesk. Speredoù dreist a oa en Alamagn, speredoù dreist a oa er Rusi ive. Ha hiziw n'eo ket tud dizesk hebkén a ya da zibennañ Kopted pe Muzulmaned arall er Siri, pe er Libi. Diaez eo d'an denelezh moned war-raog war hent ar sevenadur. Klask a ra nawazh. Nebeutoc'h-nebeud a Stadoù a asant douzh poan ar marw c'hoazh. Mez diouzh an tu arall e sav tàerderioù arall, trawalc'h d'hon lakaad da grediñ n'eus ket fin ebed da sotoni mab-den. Jean-Claude Le Ruyet.20150612d.122D. SIN-1506xx-CROSSINGWINDS.docx CROSSWIND Ur film sevenet gant : Martti Helde (2014). Gant : Laura Peterson, Mirt Preegel (1e27). Gouied a raomp bremañ pesort torfedoù a oa bet graet gant an Nazïed en Europ ha pelloc'h c'hoazh. Mez siwazh n'eo ket bet Hidler ar foll nemetañ hag en doa strewet gwad e gempredidi. Er memez termen ne veze ket fentuz bemdez bevañ e Rusia hag er broioù bet enkorfet en Unvaniezh Sovietel goude Dispac'h 1917. Klevet hor boa komz a brosezoù Moskou, a gasadeg milieradoù a dud beteg finfoñs ar Siberi ; klevet hor boa komz ag ar goulagoù diskrivet ar vuhez enne gant Solyenitsin. Gant ar film-mañ e tizoloomp un tu arall ag ar pezh a oa bet graet gant Stalin, graet anezhañ, ha heb farsal, "Tadig ar pobloù". Tost da c'hwec'h kant mil ag Estonianed a oa bet lazhet gant ar Sovietidi dindan Stalin. Ha muioc'h a vehe bet marse keneve marw hennañ e 1953. An diranted zokén a goll o buhez ! Diskoueziñ a ra ar film Crosswind, dle. eo Kroashent an avel, ar pezh a oa degouezhet gant ur familh estonian goude m'he doa kavet gwell ar vaouez chomel er vro, e-lec'h he c'huitaad, evel ma rae lod. Rag ne fell ket d'an dud selled douzh ar pezh a seblant boud er-maez ag ar skiant vad pe selled douzh ar realded pa vez kriz. Siwazh, tud zo ne gont ket ar vuhez dezhe, nemed pa vez hanw ag o heni. Ide digustum ar film zo ar mod mand eo bet roet da weled penaoz e oa an traoù er prantad skrijuz-se. Gwenn-ha-du, evel a-liez bremañ en-dro. Diskoueziñ a ra ar filmerion distroiñ d'ar gwenn-ha-du, rag gantañ e vez gomet ar pezh nad eo ket pouezuz. Ne chom nemed kalon ar skenennoù, evel e fotoioù Doisneau. Amañ eh eus tud nawazh, helaezh a dud, mez evel delwennoù emaint, evel pa vehent bet troet da vein gant un taol achanterezh. Netra ne fich er film, nemed ar c'hamera. Hag avañs a ra ar c'hamera e-mesk an dud, difonn-kàer, ha tremen a raomp ag ur skenenn d'an arall, beteg gouied ar pezh a oa degouezhet gant ar verc'hig, Eliide, gant ar vamm, Erna, ha gant an tad, Heldur. Diwar lizherioù bet skrivet gant Erna d'he gwaz pemzeg vloaz pad ema bet savet ar senario. Moian ' vehe bet d'ar mod-filmañ-se boud boroduz pe torr-penn. N'eo ket. Gant ar béwhañval ema peb skenenn e c'hellomp tostaad douzh peb unan ag an dud aze, kompren o c'hoantoù er momant diaesañ, gouied ar pezh a soñjent hag ogozig kleved ar pezh a oant é lâred. Ur feson da lakaad an amzer da chom a-sav, da arrest, eo ar filmañ difonn a zo bet. Neuze e c'hellomp kaoud amzer d'en em lakaad e lec'h hennañ pe hennezh, a pa vehe prizoniad pe bourrew, penn-braz ar c'holkoz pe kannad ar soviet lec'hel, pe c'hoazh plac'h daw dezhi plegañ da c'hoantoù he chef pe gwaz oblijet da labourad a-lazh-korf. Diaez eo dimp henn koñseviñ, mez ken braz eo ar Siberi ma en em sante dalc'het an dud gant an natur rust er goulagoù kollet-se. Ur menier frankiz a veze laosket dezhe, bevañ a raent dichadenn, mez ur frankiz faoz e oa. Ha tost e oant da soetiñ boud staget kentoc'h, evid santoud e oant prizonidi just a-walc'h. En ur bed dizesper e oant, ur bed ken kloz gant brasted ar plaenennoù, ar step hag ar c'hoadegi divent tro-dro, ma lame ar vrasted-se digante an c'hoant da achap, ma lame an disterrañ spi : "C'hwi hag a za amañ, ankouait peb goanag !" Bremañ, goude ma oa bet digoret dïelloù an Unvaniezh Sovietel goude dismantr an URSS, e tiskouez ar wirionez penn he fri. N'eus limit ebed d'ar blaoac'h. Ar pezh a zo, n'eo ket ar fallentez nag ar c'hrizder pezh an XXved kantved hebkén, n'eo ket pezh pobladoù dizesk. Speredoù dreist a oa en Alamagn, speredoù dreist a oa er Rusi ive. Ha hiziw n'eo ket tud dizesk hebkén a ya da zibennañ Kopted pe Muzulmaned arall er Siri, pe er Libi. Diaez eo d'an denelezh moned war-raog war hent ar sevenadur. Klask a ra nawazh. Nebeutoc'h-nebeud a Stadoù a asant douzh poan ar marw c'hoazh. Mez diouzh an tu arall e sav tàerderioù arall, trawalc'h d'hon lakaad da grediñ n'eus ket fin ebed da sotoni mab-den. Jean-Claude Le Ruyet.20150612d.122D. v
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio